Nolwenn Leroy
Nolwenn Leroy - Karantrez Vro songtekst
Je score:
E korn va c'halon 'zo ur gleizhenn 'Baoe va yaouankiz he dougan Rak, siwazh, an hini a garen Ne gare ket pezh a garan Eñ na gare nemet ar c'hêriou Ar morioù don, ar broioù pell Ha ne garen 'met ar maezioù Maezioù ken kaer va Breizh-Izel Ret' voe didab 'tre div garantez: Karantrez-vro, karantez den D'am bro am eus gouestlet va buhez Ha lezet da vont 'n hini 'garen Biskoazh abaoe n’am eus en gwelet Biskoazh klevet keloù outañ Ar gleizhenn em c'halon zo chomet Pa ne gare ket pezh a garan Pep den a dle heuilh e donkadur: Honnezh eo lezenn ar bed-mañ Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur Met 'gare ket pezh a garan Dezhañ pinvidigezh, enorioù Din-me paourentez ha dispriz Met 'drokfen ket evit teñzorioù Va Bro, va Yezh ha va Frankiz