Nolwenn Leroy

Nolwenn Leroy - Bro Gozh Va Zadoù lyrics

Your rating:

Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro 
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma Bro 

Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traonienn, d'am c'halon zo kaer
Enne kousk meur a Vreizhad taer 

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma Bro 

Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv 
N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno
O, pegen kaer ec'h out, ma Bro 

O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma Bro 
Ra vezo digabestr ma Bro 
Ra vezo digabestr ma Bro
Get this song at:
bol.com
amazon.com

Copyrights:

Author: Evan James (2), James James

Composer: ?

Publisher: Mercury Music Group

Details:

Released in: 2014

Language: Serbian

Translations: English

Appearing on: Bretonne (2010)

Share your thoughts

This form is protected by reCAPTCHA and the Google Privacy Policy and Terms of Service apply.

0 Comments found