E pleg e vrozh
Ma skeud liv an noz
'Veuzan ma c'halon
Da ouelañ a ran…
War lein ar roz
E kevrin an noz
Walc'han ma fec'hed
Ma c'hlevet a rez?
A Vreizh-Izel da Vor Iwerzhon
Ahès ‚vez graet ac'hanon
Ha da c'he-edal a ran
Me ouel an deiz, me a gan en noz
Ha da c'he-edal a ran, ha da c'he-edal a ran
Liñvadenn yen
Herezh an argoll
Ma buhez diroll
Tostaat a ran…
Keuz meus em c'hreiz
Klemmgann Kenvroiz
Daonet e kêr Ys
Ken tost on ac’hann
A Vreizh-Izel da Vor Iwerzhon
Ahès ‚vez graet ac'hanon
Ha da c'he-edal a ran
Me ouel an deiz, me a gan en noz
Ha da c'he-edal a ran, ha da c'he-edal a ran
Diwaskell wenn
Sonenn voud an aod
Ene dichadenn
Davedout e yan
War dreuz an nor
Divrec'h yen ha gleb
E gor an oaled
E galon digor
Submitted by keeskees at Sun 06 Apr, 2014 5:51 am
Last updated by keeskees at Sun 06 Apr, 2014 5:53 am